Mont d’an endalc’had

Enez Marion

Eus Wikipedia
Ur pennad Marion zo ivez.
Inizi ar Priñs Edouarzh

Enez Marion (e saozneg: Marion Island; en afrikaneg: Marion-eiland) zo un enezenn en Enezeg ar Priñs Edouarzh, war-hed 1 756 km eus aod Suafrika, er gevred da bPort Elizabeth, e mervent meurvor Indez. Ur mirva naturel eo abaoe 1995.

Enez ar Priñs Edouarzh eo anv enezenn all an enezeg.

Dremmwelet en dije bet an enezeg gant ar moraer holandat Barent Barentszoon Lam e 1663. Addizoloet e voe e miz Genver 1772 gant ar fourgadenn Le mascarin renet gant Marc-Joseph Marion du Fresne, ar moraer malaouat. Dont a ra anv an enezenn eus e hini eta. James Cook a glaskas douarañ en enezeg ivez met an dra-se ne voe kaset da benn nemet e 1799 gant chaseourien reuniged. En XIXvet kantved e oa breizhveuriat hag e 1947 e voe treuzkaset ar riegezh da Suafrika.

Enez Marion, gwelet eus an oabl